Liv an Amzer
E fin ar bleiad e oa devezh european ar micherioù arz.
Dorioù digor a oa un tamm e pep lec'h er vro da ziskwein ar micherioù-se. En Alre e oa digor an ti anvet « L'argonaute », ur c'holektif arzourion hag o deus en em dolpet er mem lec'h evit labourat. Tresourion, livourion, kizellerion, tennourion poltredoù pe podourion.. Lieseurt eo o micherioù hag o arzoù. Pedet e oa bet tud ouzhpenn ivez da ziskweiñ o arz. En o zouez, Nolwenn Petitbon, hag e vicher getañ a zo ober dantelezh get gwerzhidi. Adkroget eo en-dro d'ober dantelezh goude un ehan 10 vlez hag o soñj emañ kinnig kentelioù 'benn ar blez-mañ-za. Ar gazetennerez Yaelle Ar Mouel oe aet e darempred geti, selaouit an enrolladenn adal 25' !
Tonioù:
- Dusty Hoffman, Son of a preacher man (Pulp Fiction)
- Olli and the Bollywood orchestra, Race street
- Bjork, Oceania
- Massive Attack feat. Damon Albarn, Saturday come slow
- Laz seniñ sinfonek Breizh & Annie Ebrel hag Hamon Martin
- Ffran May & Joel Guena, Angylion
- Hamon Martin, J'ai fait un rêve
- Asgeir, King and Cross
- Faya Gur, Pagan dub
- Eleonore Fourniau, Keklik Gibi Kanad Suzmedim