Liv an amzer
Abadenn vintin Radio Bro Gwened Rubrikennoù liesseurt de vout geneoc'h de vintin e-pad ho bane kafe, pe en auto! 8e - 9e e-pad an hañv! Enora Molac a gas an abadenn dibaoe miz Genver 2018, an abadenn a oe bet krouet ha kaset get Andrea Ar Gal e-pad 17 vloaz. Daremprediñ get tud ar vro, klevout er skingomz tud a-bep seurt, kronikerien arbennigourien àr o zanvez, anoñsiñ darvoudoù ar vro ha kas sonerezh, setu un abeg deoc'h de glevout brezhoneg da vintin, liammet get ar vuhez bemdeiz hag ar pezh a c'hoarvezh er vro! E miz Gouere eo erruet Tomaz Laken hag RKB da gas an abadenn ivez! Dilun dimeurzh ha dimerc'her get Enora, diriaou ha digwener get Tomaz. Mand oc'h intereset evit reiñ ho ali pe evit kinnig ur gronikenn, kit e darempred get Tomaz pe Enora.