Liv an Amzer
« Paotred », setu anv pladenn nevez Teir : Marthe Vassalo Annie Ebrel ha Noluen Le Buhé.
Ar c'hanerezed ampart a zo aet don de veskiñ bed hengoun Breizh hag hani ar c'han lies-mouezheg. Lan a fent ha tonioù, trouzioù a-bep seurt a vez klevet er bladenn nevez, de glevout an atersadenn selaouit d'an abadenn adal 33' en enrolladenn a-us.
Distreiñ 'rimp ivez àr ur pobl arall un tamm dianav er bed, ar Yaganed. Int a zo o chom e Douar an Tan, penn pellañ Amerika ar Su. O yezh a zo aet da goll, ne chom ket 'met ur vaouez a oar safarat yaganeg bremañ an deiz : Cristina Calderón. Ohpenn ar Vretoned 'zo, ur gronikenn get benjamin Bouard, selaouit da 29'
Geografiezh, sokiologiezh, ha bremañ istoer, de vont àr roudoù hon hendadoù: ar suhuniadoù paseet hon oe desket e veze anvet duked ar re a oe e penn an traoù e Breizh, ur choaz sevenadurel e oe, liammet get an impalaerieh roman. Pezh 'zo ez eus bet rouaned e Breizh ur seurt, hirroc'h de glevout da 11' en abadenn.
Tonioù:
- Blain/Leyzour, Avant-deux de travers
- Denez Prigent, Mil-hent dall ar vuhez
- Teir, Triwec'h dogan
- Chinese Man, Le pudding à l'arsenic