Liv an Amzer
En abadenn-sen ez eus bet komzet kalz a sonerezh:
Gweltaz Adeux n'oe embanner ur bladenn nevez, anvet èl manez-tan an Island Eyjafjallajökull. Distreiñ 'ra get e skiant-prenet doc'h mikro Laetitia Fitamant. An eskemm a vo de glevout adal 34' en enrolladenn a-us.
Open the Border (get Mikael Baudu) ha Human Flow a zo 2 teul-film a-zivout ar memes tem: an divroidi. Yann-Klaod ar Ruyet a zo distroet àrne en e gronikenn Sinema. De glevout da 24'
Kanit ar pezh a garit! Ar suhun 'mañ e vo selaouet doc'h Ariane Guguen, un ton a veksik, en div yezh (brehoneg ha spagnoleg), da 10' en abadenn!
Tonioù:
- Ashley McIsaac, Wingstock (ur c'hinnig get Izan Belz, Dasson an Ton)
- Soweto Ghospel Choir, Asimbonanga
- Aretha Franklin, Say a little prayer
- James Blake, Retrograde
- Gweltaz Adeux, Mil Den