Tizhet eo bet ar pal get Minority Safepack.
Ouzhpenn 1 215 000 a dud o deus sinet en unvaniezh europa evit goulenn get ar gomision european ma vo savet ur lezenn da warantiñ an holl yezhoù bihan en 26 vro ag an UE. Ha tizhet ar c'hotaioù iwez e 11 vro ha pa oa ret kavout 7 vro d'an nebeutañ. N'eo ket bet anat lakaat an dud da votiñ, ha pa ouier eh eus gozik 512 milion a dud é chom en unaniezh europa. E Frans hag e Breizh iwez eo bet graet diwezhat-tre ar labour brudañ da c'hervel an dud da siniñ. Ar lodenn vrasañ ag ar labour-se a zo bet graet get ar c'holektif Ai'ta hag en deus displeget ne oa ket ur skridgoulenn èl ar re all mes ur gwir benveg da lakaat an traoù da chenj ha da vonet dreist politikerezh bro c'hall da-genver ar yezhoù bihan. Bremañ e faot d'ar stourmerion monet pelloc'h èl ma lâr unan a izili ar strollad.