Eon Avel
Saloñs Micherioù an Arz a oa dalc'het e fin ar sizhun baseet e Lannuon. Hanterkant a arzourien hag arzourezed breton a oa bodet eno e sal an Ursulizened. En o zouez e oa an daouad Eon Avel, daou baotr yaouank deus Bro-Kemper, bet o tiskouezh o labour d'an dud. Engravadurioù ha taolennoù a oa deuet ganto dreist-holl, awenet gant gizioù kozh Breizh. Selaouomp Breuuenn, ha zo 'vont da zisplegañ soñjoù an daouad Eon Avel deomp.