en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Hag e vo tourioù-avel e Sizun ?

Hag e vo tourioù-avel e Sizun ?

Bec'h zo e Sizun e Menez-Are, abaoe m'eo deuet an embregerezh Valorem da ginnig d'ar maer da lakaat sevel tourioù-avel er gumun. Pevar tour-avel a vefe savet er barrez evit ar mare, met kinniget 'zo bet sevel pevar all c'hoazh tre e-kichenn ivez, war gumun Lokmelar. Ur gevredigezh, Non aux éoliennes à Sizun he anv, a zo bet krouet gant tud eus Sizun evit mont a-enep d'ar raktres-mañ. Ober a ra parti eus ur c'holektif brasoc'h, anvet NEMA (Non aux Éoliennes dans les Monts d'Arrée), asambles gant teir c'hevredigezh all eus Menez Are, hag a zo oc'h enebiñ ouzh ar projedoù sevel tourioù-avel er vro. Ur vanifestadeg a oa bet dalc'het d'an 25 a viz-Here er Roc'h Tredudon, da zigas keloù d'an dud diwar-benn ar raktresoù-se, kar evit ar mare n'eus ket bet goulennet o ali gant an dud. Un enklask publik a zo da vezañ kaset da benn e Sizun kent dale. An esperañs o deus tud ar gevredigezh ma vo klaset porzhioù-iliz Penn-ar-Bed gant an UNESCO bremañ : kar e-giz-se neuze e vefe difennet sevel tourioù-avel e-barzh an takad-mañ. Selaouomp Gwenegan Kaer, ur c'hamarad d'ar gevredigezh Non aux éoliennes à Sizun. Hennezh zo o chom e Sizun, pas pell eus an andread lec'h eo sañset Valorem da sevel pevar tour-avel bras.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio