"Peder Mouezh", ul levrig evit kanañ e brezhoneg
"Peder vouezh" eo eil levrenn ur rummad levrioù gant partisionoù 'vit al lazoù-kanañ liesmouezheg 'zo o paouez bout embannet gant Kanomp Breizh. An 40 ton 'zo kinniget 'bal levr 'zo bet kempennet gant Jean-Yves Le Ven 'zo sonaozour brudet 'ba bed al lazoù-kanañ. Embann levrioù 'zo deuet da vezañ unan eus kefridioù ar gengevredigezh Kanomp Breizh: reiñ an tu d'ar mil ezel 'zo dasparzhet 'ba 25 strollad kaout ur benveg a-feson 'vit kaout tonioù nevez da ganañ. Yann-Ber Tomin, prezidant Kanomp Breizh, 'neus kinniget da Erwan Blanchard ar pezh a ya d'ober "Peder mouezh".
'Benn disul 'vo dalc'het 36vet festival Breizh a gan aozet gant Kanomp Breizh. Roet 'vo enor da Yann-Ber Kalloc'h 'ba penniliz Santez-Anna-Gwened. Klevet 'vo Mouezh Bro-Konk ha Kanerien Sant-Meryn renet gant Jean-Yves Le Ven met ivez Mestroniezh Santez-Anna Gwened; Boeh Santez-Anna; Kaloneu Derv Pondi; Kan ar vro eus an Naoned ha Kanerion an Oriant. Da 3e gm 'komañso ar sonadeg.