Al Lavar Skeudennek - Diwar-benn ar Groz
Pemzekteiz 'zo bremañ e c'haller gwelet ur vrav a ziskouezadeg er Roc'h Ugu e Bro-Dreger. « Le Langage Figuré – Autour de Jules Gros » eo hec'h hanv, savet gant Gaby Kerdoncuff hag Olivia Blondel. Un diskouezadeg da enoriñ labour Jules Gros deus un tu ha pinvidigezh brezhoneg ar bobl deus an tu all. En diskouezadeg e c'haller klevet frazennoù brezhonek dastumet gant Jules Gros hag enrollet gant tud deus ar vro, skeudennaouet en ur mod gant taolennoù Olivia Blondel. Hervez Gaby Kerdoncuff e oa poent rentiñ enor da Jules Gros memestra, kar ralawech e vez anavezet e anv gant ar re yaouank bremañ. An diskouezadeg a bado betek an 3 a-viz Genver 2027. Ar frazennoù bet enrollet e brezhoneg a c'haller selaou anezho tout war Youtube ivez, war chadenn Gabriel Kerdoncuff. Selaouomp Gaby, bet aterset er Roc'h Ugu.