Keleier ar vro d'ar 4 a viz-Du 2026
Gant Benjamin Bouard eo bet embannet ar c'heleier.
Pesked marv er stêr Odet na pet !
Pesket marv ha loened all a oa bet kavet hed-ha-hed ar stêr Odet e fin miz-Here. Lazhet e oant bet gant ur barrad dour-trenk a oa bet goude ar glav bras, e-giz posubl ma oa trenket an dour a-greiz tout. Uisant Kreker zo kuzulier e Kumuniezh Kumunioù Kemper Breizh-Izel, en afer eus ar riskloù stag ouzh cheñchamant an hin.
Un atersadenn gant Metig Jakez-Vargas.
Al Lavar Skeudennek - Diwar-benn Jul ar Groz
Ur vrav a ziskouezadeg a c'haller mont gwelet er Roc'h Ugu e Bro-Dreger, savet gant Gaby Kerdoncuff hag Olivia Blondel, en-dro da labour Jules Gros, da enoriñ anezhañ ha pinvidigezh brezhoneg ar bobl.
Un atersadenn gant Benjamin Bouard.
Ha da glevet er c'heleier ivez
Aet eo ar C'hongrez amerikan gant an Demokrated
Keroc'h vo ar boued gant ar fenomen El Niño
800 000 a dud a-enep da CNEWS e Frañs
Kévin Tessier en deus klasket en em zistrujañ
Milierioù a choukaied a oa da vezañ diskaret e Breizh
Karl Bushby zo deuet d'ar gêr goude 28 vloaz war heñchoù ar bed