N'a ket an traoù àr sioulaat etre Madrid ha Barselona.
Goulenn a ra gouarnamant Spagn ma vo savet dilennadegoù e Katalunia.
C'hoant o deus ma vo divodet ar parlamant ha dilennet en-dro dileuridi ar bobl. Kement-mañ evit plaenaat an darempredoù etre an dizalc'hourion e Katalunia hag ar gouarnamant Kreiz e Bro Spagn. Carles Puigdemont, prezidant parlamant Katalunia en deus daleet an termen ma kemero ar ar gaoz en ofisiel 'benn ar sihun-mañ. Sanset e oa da vout 'benn dilun. Ouzhpenn kement-mañ n'eo ket an holl zizalc'hourien a-kord gant ar mod ober 'benn an deizioù e tonet.
Ha penaos eo ar jeu 'ba Madrid ? En diavez a Gatalonia, diaes eo evit an dud asantiñ dibaboù ar Gatalanis. Riwan Marhic zo kazetenner evit an AFP 'ba Madrid. Hiroc'h e lara deomp doh mikro Gwenvael Delanoe e Arvorig FM.