Dour beuz 'ba kreiz kêr Landerne
E-kerzh ar week-end 'oa reverzhi bras 'ba Breizh: 111 a goefficient digwener noz ha 114 disadorn vbeure. Savet eo dour ster Elorn dreist he naoz ha beuzet ul lodenn eus kreiz-kêr Landerne. Met nebeutoc'h evit 'pezh 'oa jedet ha soñjet. An eil gwech dindan ur miz e c'hoarvezh an darvoud mañ. Deomp da selaou Kristel Kombod 'zo o chom war ar c'haeoù 'ba Landerne evit goût peseurt mod 'oa tremenet an traoù. Gant Erwan Blanchard.