Divizoù tro-dro ar greizenn gant gaz evit produiñ tredan e Breizh
Dec'h oa dalc'het un emvod etre ar rannvro hag ar Prefeti diwar-benn an usin evit produiñ tredan gant ar gaz a rankfe bezañ savet e Penn ar Bed a-raok 2016 (daou vil c'hwezek), hervez ar steuñ anvet « Le Pacte électrique breton ». Peder embregerezh 'zo war ar reñk evit sevel ar greizenn-se hag unnek lec'h prest da zegemer an usin. An dibab a rank bezañ graet a-raok an tri warn ugent a viz meurzh a zeu, o deus displeget Michel Cadot, ar Prefed rannvro ha Jean-Yves an Drian, Prezidant ar rannvro. Hag aozet 'vo divizoù publik o deus ouzhpennet.
Met aboae oa bet nac'het gant komisien broadel an divizoù publik oazañ ur c'houlzad kelaouiñ ofisiel, o deus divizet ar c'hevredigezhioù 'zo a-enep ar greizenn, aozañ, int o unan, emvodoù. Da skouer e Brenniliz, a zo e touez ar c'humunioù e-lec'h e c'hellfe bezañ savet an usin. Selaouit 'ta Kristian ar Braz, 'zo ezel « Bevañ e Menez Are ». Emañ deus mikro Laëtitia Fitamant.