Keleier 8:45
@@@Lakaat ar skiantoù hag ar mediaoù da vont asambles.@@@
Setu pezh 'oa pal ar Gouel Media sciences e anv 'oa 'pad an dibenn sizhun tremenet 'ba Plouarzel. Plouarzel, ur barrez 'neus ur greizenn multimedia lec'h 'vez labouret kalz 'vit lakaat ar web en araok, da skouer. Neuze, 'vit ar wech kentañ 'oa eus ar festival mañ lec'h 'zo bet moaien sevel filmoù gant Canal Ti Zefs, deskiñ skrivañ war ar web pe mont da welout pezhioù-c'hoari. Brav ar programm hag ur bern traoù d'ober 'vel mont da glask plant er maez ha lec'hiañ 'nezho war ul lec'hienn internet.
///Jean-Claude Jezekel, eil maer 'ba Plouarzel, deus mikro Erwan Blanchard.///
http://mediasciences.plouarzel.fr
@@@Gouel ar yezhoù 'ba Brest.@@@
Degemer yezhoù Bro-C'hall hag ar re all ha lakaat 'nezho war wel. Setu an tem dibabet gant ar gevredigezh "Yezhoù ar gurun" da geñver o festival "Gouel yezhoù ar bed" 'oa disadorn paseet 'ba Brest. Evel just 'oa diskouezhet ur bern yezhoù all 'zo komzet 'ba kêr Vrest hag ar sevenadurioù dishenvel dre ar c'hanaouennoù pe an dansoù ivez. Degemer mat da holl yezhoù Bro-C'hall, un tem eo bet plijet tre gantan ///Brigitte Kloareg/// 'oa deuet da ganañ ha da ginnig an abadennoù. Ha war he lerc'h 'po tro da glevout ///Maiwenn Kerneis/// 'oa bet kinniget ganti hag he c'hamaladed La Obra sevel ur skritell. Ur reportaj gant Erwan Blanchard.
http://www.langues-du-tonnerre.asso.fr/A.1.html