Postañ 'ra arc'hant ar Rannvro 'ban tiez-gar bihan
Modernisaat ar rouedad tiez-gar bihan emañ Rannvro Breizh asambles gant SNCF ha Rouedad linennoù-houarn. Hudu 'oa igoret daou anezho 'zo bet renevezet 'ba Forest-Landerne hag ar Roc'h-Morvan. 'Ba Forest 'oa Gerard Lahelleg, bez-prezidant ar Rannvro e-karg eus an transportoù. Lar 'ra deomp eo youl ar Rannvro reiñ d'an holl Vretoned an tu da gaout tiez gar flamm 'vit an TER. Gant Erwan Blanchard.