Un dezenn war brezhoneg bro Gerne savet e... Sidney !
Dibaoe meur a vloaz e teu ingal Pierre Noyer da Vrieg e Bro C'hlazig. O vevañ en Ostralia emañ ar paotr met par ma c'hell e klask tostaat ouzh gwrizioù e hendadoù. Kement-mañ n'eus kaset anezhañ da sevel un dezenn war brezhoneg e dad-kozh. Ul labour skol-veuriek lusket pell diouzh Breizh, e Sidney.
Katell Uguen 'n eus bet tro da gejañ ouzh Pierre Noyer digwener, a-raok na zafe ar paotr kuit en-dro d'e vro.