Taol Kurun : Ur grouidigezh dibar evit 20 vloaz ar festival e Kemperle
Niverus e oa an arvesterien hag an arzourien digwener da noz e sal ar C'hoat-Kaer e Kemperle. Evit lidañ 20 vloaz ar festival Taol Kurun ez eus bet savet ur mell grouidigezh en-dro d'ar c'han e brezhoneg. Manu Lann-Uhel, Nolwenn Korbell, Lors Landat, Bernez Tangi pe c'hoazh Annie Ebrel a zo 'n em gavet asambles en-dro da Soig Siberil ha d'e sonerien.
Katell Uguen he deus dastumet soñjoù Nolùen Le Buhé, bet o kanañ war al leurenn, ha Marsel, boaz deus ar festival Taol Kurun.