150 a vonedoù ruz dirak tribunal Gwened.
Galvet e oa bet tri den, tammallet dezhe bout plantet tan en ur porched ekotaos e Sant Alleustr d'an 2 a viz kalan-gouianv paset. « Embannet o deus ne oa ket raktreset e vehe distrujet ar porched ». Goulennet en deus ar prokulor prizon get goursez, 1 blez evit daou anezhe ha dek miziad evit an trivet. 'benn an 20 a viz c'hwevrer e vo roet o disoc'h ar varnadenn get ar jujerion. Kendalc'h a ra ar stourm enep an ekotaos, èl ma lâra deomp Yannig Baron, oa dec'h é souten an tri den e Gwened.