Spered ar vro : ur bajenn a-bouez en Télégramme
Berzh a ra ar bajenn "spered ar vro". Bep yaou dibaoe 2002 e vez embannet ur bajenn e brezhoneg er gazetenn "Le Télégramme". Poltred brezhonegerien, pennadoù keleier ha lennegezh a ya d'ober ar bajennad-mañ hag a vez gortozet-braz gant an dud. "Perzh idantelezh ar gazetenn" eme Marsel Quiviger, pennredaktour an Telegramme. C'hwec'h vloaz 'zo e skriv Jil Penneg ar poltred. Displeget neus da Yaelle ar Mouel petra a fell dezhañ diskwell ennañ.