Kerlenn Pondi, Kalon ha Begon.
Ur levr diàr-benn Kerlenn Pondi.
A-hed ar blez-mañ eo bet lidet tri-ugent blez ar gerlenn a dolpa ar c'helc'h hag ar bagad. hag evit kloziñ ar blez a-feson eo bet embannet ar levr anvet "Kerlenn Pondi, kalon ha begon". E-pad tri blez o deus kenlabouret Armel Morgant hag izili ar gerlenn. E-barzh e vo kavet ur bochad fotoioù ha dielloù a ya da gontiñ istoer ar Gerlenn ha petra eo daet da vout hiziv an deiz. Selaouamp Yannig Audran a zo penn soner ar bagad er bleadoù 1990, talabarder eo c'hoazh, ha Romain Sponnagel zo bet penn soner ar bagad iwez ha kemeret neus perzh er bodad evit sevel ar levr. Emaint doc'h mikro Andrea ar Gal a RBG.