Peseurt statud evit ar yezh?
E-barzh pakt dazont Breizh eh eus ur lodenn gouestlet d'ar yezhoù ha da gadarniñ karta europa ar yezhoù bihan. Meur a destenn-lezenn a vo keunniget. Studiet int bet izili kuzul-merañ Kevre Breizh oa bodet disadorn paset e Pondi. Ret eo chom àr-ewezh ker n'eo ket araokadennoù zo keunniget betag bremañ. Selaouamp doc'h Padrig Herve eil prezidant Kevre Breizh.