Bonedoù ruz: ret eo kenderc'hel ar stourm 'vit an hentoù digoust 'ba Breizh
Ar mintin-mañ e oa bodet ar c'hollektif "Bevañ, divizout ha labourat e Breizh" dirak Parlamant Breizh e Roazhon. Un nebeud eurvezhioù a-raok ma teufe ar c'hentañ ministr da sinañ pakt an dazont evit Breizh o deus pennoù-bras ar bonedoù ruz embannet splann o zisfi ouzh ar pakt. Evito ne gas ket ar vro war-raok met ar c'hontroll 'ni eo. Derc'hel a reont da stourm evit ma vo digoust an hentoù e Breizh hag embannet o deus e vo aozet breudoù-meur gant ar c'hollektif a-benn ar bloaz a zeu.
Muioc'h a zisplegadennoù gant André Lavanant, perzh eus ar c'hollektif "Bevañ, divizout ha labourat e Breizh". Emañ ouzh mikro Katell Uguen.