Lo tud a zo enep ar pak dazont evit Breizh
A-benn warc'hoazh e vo Jean Marc Ayrault e Roazhon evit sinañ ar feur dazont evit Breizh. Da c'hortoz sinadur ar c'hentañ ministr e rank prezidant ar c'huzul rannvro, Pierrick Massiot sinañ eñ ivez war ar feur-se. Fenoz 'ni eo e vo aotreet d'en ober pe get gant ar guzulierien a Vreizh. Un toullad aozadurioù dre ar vro a za a-enep d'ar pakt. Selaouomp Louis Verveur, ezel eus ar gevredigezh a zouj ouzh an endro e bae Douarnenez. Laret a ra deomp da gentañ petra a gav mat er pakt avenir. Emañ ouzh mikro Morgane Bramoullé, dre bellgomz.