Pakt evit Dazont Breizh : soñj JL Bleunvenn.
87 pajennad embannet evit skoazell Breizh 'zo fall an ekonomiezh en termen-mañ. Savet eo bet diàr ar pezh 'zo bet laret e-kerzh emvodoù 'zo bet e miz Du un tamm 'ba pep lec'h 'ba Breizh. Ur respont d'ar manifestadegoù bras 'zo aozet get ar Bonedoù Ruz 'ba Breizh. Seizh pal 'zo 'barzh an destenn : - Respont fonnapl d'an diaezamantoù ekonimikel ha sokial 'zo 'ba Vro ha klask soñjal 'ba ur sistem nevez. -Kreñvaat Breizh èl ur vro da broduiñ boued. -Kreñvaat plas Breizh àr ar lodenn ekonomiezh ar mor. -Lakaat àr wel idantelezh Breizh -Postañ muioc'h a nerzh 'ba diorren an ijin -Gwellaat ar mod da vonet betak Breizh -Sinañ ur pakt fiziañs etre Breizh ha Frañs. Petra soñj Jean-Luc Bleunven, depute Brest, diwar-benn an destenn 'zo kaset dezhañ? Evitañ eo ur gevrad da adliammañ ar skoulmoù etre Stad Bro-C'hall hag an dud 'ba Breizh da gentañ. Jean-Luc Bleunvenn doc'h mikro Erwan Blanchard.