Bonedoù ruz : tost 40 000 a dud e Karaez.
Tost 40 000 a dud a oa bodet disadorn e Karaez diwar galv ar bonedoù ruz evit mirout al labour e Breizh. Artizaned, tranportourien, peizanted, pesketourien hag arzourien holl a-gevret evit leuniañ tachenn kastell Kerampuilh a vannieloù gwenn ha du hag a vonedoù ruz. Katell Uguen a oa eno. Selaouomp soñjoù Yannig Baron, Lionel Cornou, an depute Pol Molac, Per Lavanant ha Loeiz Elegoet, istorour.