N'eo ket echu o harzh-labour gant implijidi Gwarez Filmoù Breizh
N'eo ket disoc'h o harzh-labour gant implijidi Gwarez Filmoù 'zo 'ba Brest. Abaoe teir sizhun emaint bemdez war riblenn ar straed dirak o stal. Pal o jeu eo 'vefe lakaet ur rener all e plas: abaoe miz Genver 'zo unan interim ha n'hallont ket labourat gantañ. Ha kavet 'vo un diskoulm bennaket d'an dalc'h? 'Ba pelec'h eo em gavet an tabutoù etre an implijidi ha tud ar c'huzul-merañ? Selaouomp Mevena Guillouzic-Gouret, unan eus an implijidi 'zo en harzh-labour.