Kaoz war ar pestisidoù er Sened
Ar c'hevredigezhioù Dour ha Stêrioù Breizh a za da heul ar senedour Joel Labbe evit digreskiñ an ober gant ar pestisidoù. Un danvez lezenn a-benn bevenniñ muioc'h implij ar produioù phytosanitaires a oa kinniget dec'h er sened. André Kerdranvat, ezel eus ar gevredigezh Dour ha Stêrioù Breizh e Kemper en eus displeget hiroc'h din bremaik.