Ul lec'hienn internet nevez evit ar genrouedad C'hoariva
Emvod ar rouedad C'hoariva a vo 'benn disadorn e Karaez. Un digarez evit an izili hag ar re a fell dezho ober anaoudegezh gant al lec'hienn internet nevez a vo staliet dizale. Un tabut a vo aozet e-doug an abardaez hag ur pezh-c'hoari a vo diskouezet. Digor eo d'an holl re zedennet gant ar c'hoariva.
Emmanuelle Eon eus ar gengevredigezh C'hoariva a gont hiroc'h deomp ouzh mikro Katell Uguen.