Pouez hag efed ar radioioù war an endro
« Ondes Durables » : an dra-se eo anv ar studiadenn a zo bet embannet n'eus ket pell zo gant ar C'HORLAB hag ar FRAP (Kevredadoù ar radioioù kevredigezel e Breizh hag e Broioù-al-Liger). Ur studiadenn bet kaset da benn evit klask goût peseurt efed pe peseurt pouez o defe mont en-dro ar radioioù war an endro. Kar mont da atersiñ unan bennak, fabrikañ ur peul-skignañ, produiñ un abadenn ha skignañ anezhi : tout an traoù-se o deus un efed war an endro. Met ar brasañ efed a zo c'hoazh a zo gant ar mod da selaou. Lakaomp, gwelloc'h eo selaou ar radio war ar vandenn FM evit selaou podkastoù war Internet ! Muioc'h da c'hoût gant Padrig Féroc, rener Radio Kreiz-Breizh.
« Ondes Durables », studiadenn ar C'HORLAB hag ar FRAP, a c'haller kavout en-dro aes a-walc'h war Internet : ondes-durables.fr.
Un atersadenn gant Benjamin Bouard.