en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier ar vro d'ar Yaou 26 a viz Du 2026

Keleier ar vro d'ar Yaou 26 a viz Du 2026

kinniget eo bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Metig Jakez-Vargas

Serret e vo ti gwilioudiñ Landerne beket an 3 a viz Genver

N’eo ket ar wech kentañ c’hoarvez kement all e ospital Ferdinand-Grall. Serret eo bet evit prantadoù berr dija 'blam d’an diouer a implijidi. Anna Madeg zo sañset gwilioudiñ e Landerne ‘benn miz C’hwevrer, gant ma chomo digor an ti gwilioudiñ…

Peseurt efedoù o deus ar radioioù war an endro ?

Eya, o radioioù kevredigezh bihan zoken o deus efedoù war an endro. Setu ar pezh a vez laket war wel gant « Ondes Durables » : ur studiadenn a zo bet embannet gant ar C'HORLAB hag ar FRAP (Kevredadoù ar radioioù kevredigezel e Breizh hag e Broioù-al-Liger). Mont da atersiñ unan bennak, lakaat sevel ur peul-skignañ, produiñ un abadenn ha skignañ anezhi : tout an traoù-se o deus un efed war an endro. Muioc'h da c'hoût gant Padrig Féroc, rener Radio Kreiz-Breizh.

Ha da glevet ivez er c'heleier :

- Gervel a ra an ABU da deurel ple ouzh an torfedoù spontus a lak Israel ar balestinianed da c'houzañv

- Poan en deus an c'hentañ ministr Israelian nevez da sevel ur gouarnamant

- 25 ostaj a zo bet trapet dimeurzh e kêr Cartagena e Colombia, en ur gourmac'had

- Dilennet eo bet David Lisnard, Maer Cannes, e penn kevredigezh maered Frañs

- Gervel a ra gopridi an deskadurezh uhel koulz hag ar boliserien d'ober harz-labour hiziv

- Ha gellout a raio an uzin Nobel Sport brasaat e Pont-ar-Veuzenn?

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio