Ur bank ruz evit souten ar maouezed zo gwallgaset zo staliet 'ba Plouneour-Menez
Ur bank ruz evit skoazell ar maouezed zo bet gwallgaset. ‘Ba Plouneour-Menez zo bet staliet unan e penn kentañ ar miz ‘vel ‘ba 23 gumun zo ‘ba war dachenn Montroulez-Kumuniezh. Staliet eo bet chouk d’ar skolaj ha da vurev klañvdiourezed, ur plas lec’h ‘zo kalzig a dud o tremen. Mona Jaouen zo kuzulierez kêr ‘ba Plouneour. Muioc’h ganti ouzh mikro Erwan Blanchard.