en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier ar vro d'ar Merc'her 25 a viz Kalan-gouiañv 2026

Keleier ar vro d'ar Merc'her 25 a viz Kalan-gouiañv 2026

Kinniget eo bet an doereioù get Aodren Trehin ar mintin-mañ.

Ur bank ruz evit skoazell ar maouezi gwallgaset get ar baotred a zo bet staliet e Plouneour-Menez e penn kentañ ar miz, él e 23 gumun ‘zo àr dachenn Montroulez-Kumuniezh.

Lakaet eo bet chouk d’ar skolaj ha da vurev klañvdiourezed, ur plas lec’h ‘zo pasapl a dud é tremen.

Mona Jaouen ha Tangi Daniel a zo kuzulierion.ezed kêr e Plouneour-Menez. Muioc’h a ditoutoù gete doc’h mikro Erwan Blanchard.


An dibenn-sizhun tremenet e oa bet aozet ur festival e Roazhon get ar gevredigezh Watoo-siita evit devezh etrevroadel gwirioù ar vugale.

Watoo-siita a zo ur gevredigezh a voda tud ag Afrika a zo deuet da chom da Frañs. Aozet en deus neuze ur festival, Racines e anv, hag a oa e bal lakaat ar vugale da ouiet hiroc’h àr o bro orin hag ar vro m’emaint é chom evit m’em santehent gwriziet en div vro. Tud Watoo-Siita o deus kinniget un abadenn disadorn e Roazhon neuze asambl get al laz-kanañ e brezhoneg Kan dre gan. Selaouomp Jean-René Ar Moulleg kaner e Kan dre Gan get Anton Burel.

Da glevet ivez en doereioù:

-Devezh etrevroadel ar stourm doc’h ar feulsterioù graet d’ar ar mouezi get ar baotred eo hiriv.

-Ar poliser en deus lazhet Nahel Merzouk a vo barnet en asizoù evit muntr.

-Ar gelaouenn 60 millions de consommateurs a vo marse prenet get Xavier Niel an embreger pec’henn àr Free.

-Harzet eo get ar justis al labourioù da sevel ur greizenn bac’hañ evit an estranjourion a zo dibaper e Naoned. (CRA)

-Peder gumun er Morbihan ha peder arall e Penn ar bed a zo anavet él é c’houzanv gwallreuz naturel a gaoz d’ar sec’hor.

-Ne vo ket gwerzhet lodennoù kleub foot Gwengamp da Cyril Hanouna.

-Chom a ray serret ti-gwilioudiñ Landerne betek an 3 a viz Genver.

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio