"Brienn" arvestoù a-hed an aber Ac'h
Brienn ! Sed aze anv ur raktres zo savet gant Teatr Piba war dro d’an aber Ac’h... Ur raktres hag a veska an arzoù, ar sonerezh, ar skrivañ war dro an darempred ‘neus an nen gant ar sterioù hag an natur. Un darempred hag a zo bet foeltret un tamm gaozen da saotradurioù ar stêrioù ha d’o stad hag a ya war fallaat... Dindan tri fezh berr ‘neunt an arzourien a zo perzh ar raktres kontet un tamm eus an Aber Ac’h : ‘ni kentañ zo anvet Xylocom a laka ar gaoz war ar gwez, an eil eo ar Groac’h a gonta ar santadurioù c’haller kaout war bord an Aber hag an trede hini zo Touchañ koad gant Marie Guerin ha Benoit Plouzen… Nevez ‘zo ‘oa kinniget al labour zo bet kaset gant an arzourien ‘vit poent… ‘Ba Lanniliz, ‘bar Paluden ‘oant en em gavet… Un tamm reportaj gant Erwan Blanchard.