Keleier ar vro d'ar Merc'her 18 a viz Du 2026
Embannet eo bet ar c'heleier gant Erwan Blanchard
Tagadenn Kafe de la Plage 'ba Brest: 12 den dirak ar varnerien
Daouzek den zo tamallet dezho bout bet taget an ostri Café de la plage ‘ba Brest e miz Gwengolo 2025 ‘oa ‘bal lez-varn dilun. Un dagadenn ‘oa bet kaset gant un tregont bennaket a dud 'oa masklet, ‘vit ul lodenn deusho, ha gant armoù ‘vel poing américain pe bizhier da c’hoari base-ball ‘vit ul lodenn all. Un dagadenn bet kaset gant "tud foll nailh" ‘noa embannet ar brokulorez dec’h gant ur feuslter ne weler ket gwall alies. Hag eviti ‘zo ur flaer politikel sklaer 'ban afer se: hini an tu dehou pellañ. Klaskomp goar hiroc’h gant unan eus ar gazetennerien ‘oa war blas dec’h a-hed an abardaez. Emañ gant Erwan Blanchard.
Ur miz warlerc'h ar 17 a viz Here e kendalc'h ar stourmoù sokial!
War vihanaat ez a al luskad sokial e Breizh. E Kemper e oa bet tro 400 den hepken er straedoù ar mintin-mañ. Goulenn a reont atav kreskoù gopr evit ar fonksionerien, araokadenn war koust ar vuhez ha kondisionoù studi gwelloc'h. Met war skuishaat ez ar re yaouank, hag an devezh blokus diwezhañ e oa hiziv sur a walc'h e lise publik Brizeux e Kemper, evel ma tispleg div liseadez, Alice ha Lylie. Met distroomp da gentañ war o stourm. Emaint gant Metig Jakez-Vargas.
Ha da selaou ouzhpenn 'bar c'heleier:
Serret 'vo ar servij psikiatri 'ba Noal-Pondi!
10 000 devez arat ouzhpenn 'ba takad Natura 2000 ar ster Aon
22 000 zo bet serret evit skoazell familh Yaser!
Matan Kahana, zo a-enep Netanyahou, zo bet dilennet prezidant ar c'hKnesset
Vincent Bolloré 'vo dirak ar varnerien 'vit breinet kargidi 'ba Togo
Kieran Le Borgne 'neus gounezet Hent ar Rhum 'ba rummad Mono Vintage