Mouezhiet eo bet ar SAGE Gwilen
Diouzh beure e oa bet votet azgweladur ar SAGE Gwilen. Ampellaet e oa bet ar vot bloaz zo, d’an 11 a viz Kerdu 2025 blam da labourerien douar an FNSEA pe KBSLD hag al labourerien douar Yaouank o doa manifestet e Kastell-bourc’h. Ar wech-mañ e oa bodet Bodad Lec’hel an Dour e Sant-Yust e Bro-Redon. Tro kant den, sindikalourien Kengevread ar Beizanted ha stourmerien ekologour anezho a oa deuet da souten vot azgweladur ar SAGE. Deus an tu all e oa tro daou ugent sindikalour deus ar C’HBSLD hag al Labourerien Douar Yaouank. Niverus e oa an archerien ivez a oa deuet deus Roazhon ha Redon. Diwar 63 den o deus votet e Bodad labour an Dour eo 45 dioñte o deus votet evit an azgweladur ha 18 a enep. Keloù mat eo evit Jean-Michel Sanner ezel deus Dour ha Stêrioù Breizh.
Ur pennad-kaoz gant Anton Burel