àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Mouezhiet eo bet ar SAGE Gwilen

Mouezhiet eo bet ar SAGE Gwilen

Diouzh beure e oa bet votet azgweladur ar SAGE Gwilen. Ampellaet e oa bet ar vot bloaz zo, d’an 11 a viz Kerdu 2025 blam da labourerien douar an FNSEA / KBSLD hag al labourerien douar Yaouank o doa manifestet e Kastell-bourc’h. Ar wech-mañ e oa bodet Bodad Lec’hel an Dour e Sant-Yust e Bro-Redon. Tro kant den, sindikalourien Kengevread ar Beizanted ha stourmerien ekologour anezho a oa deuet da souten vot azgweladur ar SAGE. Deus an tu all e oa tro daou ugent sindikalour deus ar C’HBSLD hag al Labourerien Douar Yaouank. Niverus e oa an archerien ivez a oa deuet deus Roazhon ha Redon. Diwar 63 den o deus votet e Bodad labour an Dour eo 45 dioñte o deus votet evit an azgweladur ha 18 a enep. Keloù mat eo evit Jean-Michel Sanner ezel deus Dour ha Stêrioù Breizh.

Ur pennad-kaoz gant Anton Burel

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio