15 ti-kêr o deus votet mennadoù evit anav an eukareg!
Bec’h zo barzh ar stourm evit ar yezh e bro Euskadi !
15 kumun diàr ar 158 a zo e kumuniezh kumunioù Bro Euskadi o deus votet mennadoù pe (délibérations) evit anav an euskereg. Met diàr goulenn ar prefed eo bet kaset lod anezhe dirak lezvarn velestradurel Pau. Ar mennad votet get kuzul-kêr Arberatze-Zilhekoa, él re 7 kummun arall a zo bet nullet. Betek bremañ eo bet ehanet ar mennadoù hepken diàr ar stumm. Ur prosez a vo diwezhatoc’h evit barniñ dañvez an afer.
Pierre Guichaoua maer ar gumun a zo dipitet met prest da zalc’hiñ get ar stourm.
Ur pennad-kaoz get Aodren Trehin. Sauveur Bacho, kuzulier-kêr ha bet maer anezhon en doa er sekouret evit an troidigezh en Euskareg hag Emrys a radio bro Gwened n’eus kemeret perzh evit an ad-mouezhiañ.
Foto: Mediabask/Patxi Beltzaiz