en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier ar vro d'ar Gwener 30 a viz Here 2026

Keleier ar vro d'ar Gwener 30 a viz Here 2026

Embannet eo bet ar c'heleier gant Anton Burel

Bec’h zo barzh ar stourm evit ar yezh e bro Euskadi !

15 kumun diàr ar 158 a zo e kumuniezh kumunioù Bro Euskadi o deus votet mennadoù pe « délibérationoù » evit anav an Euskereg. Met diàr goulenn ar prefed eo bet kaset lod anezhe dirak lezvarn velestradurel Pau. Ar mennad votet get kuzul-kêr Arberats-Sillègue, él re 7 kummun arall a zo bet nullet. Pierre Guichaoua maer ar gumun a zo dipitet met prest da zalc’hiñ get ar stourm.

Ur pennad-kaoz gant Aodren Trehin

Disalliñ dour-mor, un diskoulm evit an diouer a zour ?

Gant ar sec'hor a zo bet ar bloaz-mañ dre ar bed e vez lod broioù bremañ o klask an tu da broduiñ muioc'h a zour. Met penaos ober ? En Israël, e Bro-China pe er Stadoù Unanet lakaomp e vez savet uzinoù bras da zisallañ an dour-mor. E Breizh ez eus bet savet div stasion e-giz-se dija, an hini gentañ en Enez Sun hag eben e Groe ar bloaz paseet. Met disklêriet e vez ar mod-se d'ober gant ar strolladoù ekologour. Bet eo Benjamin Bouard o c'houlenn e ali gant Jean-Yves Le Corre, a zo e penn sindikad an dour Goas Koll – Traoù Long e Bro-Dreger. Evitañ, ar pep gwellañ zo d'ober eo espernañ an dour digentañ. E Bro-Lannuon da skouer 'zo bet krouet ur program da gourachiñ an dud da implijañ a zour, « Mollo sur l'Eau » e anv.

Ur pennad-kaoz gant Benjamin Bouard

Ha da selaou ouzhpenn 'bar c'heleier:

  • Moustrerezh e Bro-Euskal : Daou sterniad deus an tu kleiz-dizalc'hour euskarat a zo bet toullbac'het gant ar Stad Spagn evit spontouriezh

  • Manifestadeg devezh stourm ar 31 a viz Here

  • Krogadoù melldroad an dibenn-sizhun


Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio