en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier ar vro d'al Lun 19 a viz Here 2026

Keleier ar vro d'al Lun 19 a viz Here 2026

Embannet eo bet ar c'heleier gant Erwan Blanchard

Manifestadegoù bras zo bet 'ba Breizh disadorn!

Tost 5000 a dud a oa en em vodet e straedoù Kemper disadorn mintin. Mesk ha mesk e oa liseidi, jiletennoù melen ha tud aet skuizh gant koust ar vuhez ha torr ar servijoù publik. Kalz tud yaouank a oa, startijenn gante, ambrouget gant ar sindikadoù Solidaire, FO hag ar CNT. Tapet o doa al liseidi ar gaoz e penn kentañ ar vanifestadeg, evit burutellañ ar feulsterioù polis bet gouzañvet gante ar sizhun dremenet. Burutellet o deus ivez kerent liseidi Brizeux o doa klasket terriñ o luskad hag ar blokus ar sizhun dremenet. An enepgouenelouriezh pe c'hoazh gwirioù an dud treuzjener a zo bet lakaet war wel ivez e-pad ar prezegennoù, a-raok ma loc'hfe ar vanifestadeg, kaset gant tonioù ar fanfar. Metig Jakez-Vargas a oa war blas...

Kevre Diwan zo di-brezidant!

Emañ ar prezidantez, Anne-Sophie Bratz é tihan disklêrian e tileza he fost. Adal dilun e vo achiv he resped ha dimeurzh e vo dalc’het un tolpadeg dreist-ordinal evit dilenn unan bennak nevez e penn rouedad ar skolioù dre soubidigezh. Mar faota deoc’h degas ho nerzh da Ziwan, kerzhit e darempred get tud ar rouedad ar fonnaplan ar gwellan. Asantet he deus Anne-Sophie Bratz displegañ deomp abegoù he dilez. Emañ gant Aodren Trehin.

Votet eo bet adkempenn ar Sage-Gwilen

Digwener beure e oa bet votet azgweladur ar SAGE Gwilen. Ampellaet e oa bet ar vot bloaz zo, d’an 11 a viz Kerdu 2025 blam da labourerien douar an FNSEA pe KBSLD hag al labourerien douar Yaouank o doa manifestet e Kastell-bourc’h. Ar wech-mañ e oa bodet Bodad Lec’hel an Dour e Sant-Yust e Bro-Redon. Tro kant den, sindikalourien Kengevread ar Beizanted ha stourmerien ekologour anezho a oa deuet da souten vot azgweladur ar SAGE. Deus an tu all e oa tro daou ugent sindikalour deus ar C’HBSLD hag al Labourerien Douar Yaouank. Niverus e oa an archerien ivez a oa deuet deus Roazhon ha Redon. Diwar 63 den o deus votet e Bodad labour an Dour eo 45 dioñte o deus votet evit an azgweladur ha 18 a enep. Keloù mat eo evit Jean-Michel Sanner ezel deus Dour ha Stêrioù Breizh. Emañ gant Anton Burel.

Ha da selaou ouzhpenn 'bar c'heleier:

  • 20 000 a dud 'ba Brest 'noant manifestet, laouen, disadorn!

  • Kann zo bet 'ba Brest, Roazhon an Naoned ha 'ba meur a c'hêr e fin ar manifestadegoù...

  • Joelle Dimbo 'neus dougenet klemm ouzh maer Gomene

  • Ur porzh eus an henamzer zo bet bet diskoachet 'ba Taden

  • Start eo bet match kentañ RC Gwened da geñver Kip Europa Challenge Cup: kollet 'neunt ar Vretoned 57 da 19 ouzh Harlequins Londrez.

  • Camille Prigent zo kampionez Frañs Kaiak

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio