Keleier ar vro d'al Lun 19 a viz Here 2026
Embannet eo bet ar c'heleier gant Erwan Blanchard
Manifestadegoù bras zo bet 'ba Breizh disadorn!
Tost 5000 a dud a oa en em vodet e straedoù Kemper disadorn mintin. Mesk ha mesk e oa liseidi, jiletennoù melen ha tud aet skuizh gant koust ar vuhez ha torr ar servijoù publik. Kalz tud yaouank a oa, startijenn gante, ambrouget gant ar sindikadoù Solidaire, FO hag ar CNT. Tapet o doa al liseidi ar gaoz e penn kentañ ar vanifestadeg, evit burutellañ ar feulsterioù polis bet gouzañvet gante ar sizhun dremenet. Burutellet o deus ivez kerent liseidi Brizeux o doa klasket terriñ o luskad hag ar blokus ar sizhun dremenet. An enepgouenelouriezh pe c'hoazh gwirioù an dud treuzjener a zo bet lakaet war wel ivez e-pad ar prezegennoù, a-raok ma loc'hfe ar vanifestadeg, kaset gant tonioù ar fanfar. Metig Jakez-Vargas a oa war blas...
Kevre Diwan zo di-brezidant!
Emañ ar prezidantez, Anne-Sophie Bratz é tihan disklêrian e tileza he fost. Adal dilun e vo achiv he resped ha dimeurzh e vo dalc’het un tolpadeg dreist-ordinal evit dilenn unan bennak nevez e penn rouedad ar skolioù dre soubidigezh. Mar faota deoc’h degas ho nerzh da Ziwan, kerzhit e darempred get tud ar rouedad ar fonnaplan ar gwellan. Asantet he deus Anne-Sophie Bratz displegañ deomp abegoù he dilez. Emañ gant Aodren Trehin.
Votet eo bet adkempenn ar Sage-Gwilen
Digwener beure e oa bet votet azgweladur ar SAGE Gwilen. Ampellaet e oa bet ar vot bloaz zo, d’an 11 a viz Kerdu 2025 blam da labourerien douar an FNSEA pe KBSLD hag al labourerien douar Yaouank o doa manifestet e Kastell-bourc’h. Ar wech-mañ e oa bodet Bodad Lec’hel an Dour e Sant-Yust e Bro-Redon. Tro kant den, sindikalourien Kengevread ar Beizanted ha stourmerien ekologour anezho a oa deuet da souten vot azgweladur ar SAGE. Deus an tu all e oa tro daou ugent sindikalour deus ar C’HBSLD hag al Labourerien Douar Yaouank. Niverus e oa an archerien ivez a oa deuet deus Roazhon ha Redon. Diwar 63 den o deus votet e Bodad labour an Dour eo 45 dioñte o deus votet evit an azgweladur ha 18 a enep. Keloù mat eo evit Jean-Michel Sanner ezel deus Dour ha Stêrioù Breizh. Emañ gant Anton Burel.
Ha da selaou ouzhpenn 'bar c'heleier:
20 000 a dud 'ba Brest 'noant manifestet, laouen, disadorn!
Kann zo bet 'ba Brest, Roazhon an Naoned ha 'ba meur a c'hêr e fin ar manifestadegoù...
Joelle Dimbo 'neus dougenet klemm ouzh maer Gomene
Ur porzh eus an henamzer zo bet bet diskoachet 'ba Taden
Start eo bet match kentañ RC Gwened da geñver Kip Europa Challenge Cup: kollet 'neunt ar Vretoned 57 da 19 ouzh Harlequins Londrez.
Camille Prigent zo kampionez Frañs Kaiak