Kafe an Neveziñ e Kreiz-Breizh
D'an 22 a viz-Gwengolo e oa dalc'het ar c'hentañ « kafe an neveziñ e Kreiz-Breizh e Rostrenenn (e galleg : café des entreprises innovantes en Kreiz-Breizh). Gant ar CCKB, kumuniezh kumunioù Rostrenenn, e oa bet aozet an abadenn-mañ, da sikour embregerezhioù ar vro d'en em voazañ ouzh an neveziñ. Ur post a zo bet krouet ar bloaz-mañ evit an dra-se zoken, hini Christian Demeuré-Vallée. Atalerioù a vez kinniget gantañ alies er CCKB, da sikour embregerezhioù ar vro war a-bep seurt traoù : an neveziñ, an tuta pe c'hoazh an diaesterioù ekonomikel. Selaouomp anezhañ.
Un atersadenn gant Benjamin Bouard