àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Kafe an Neveziñ e Kreiz-Breizh

Kafe an Neveziñ e Kreiz-Breizh

D'an 22 a viz-Gwengolo e oa dalc'het ar c'hentañ « kafe an neveziñ e Kreiz-Breizh e Rostrenenn (e galleg : café des entreprises innovantes en Kreiz-Breizh). Gant ar CCKB, kumuniezh kumunioù Rostrenenn, e oa bet aozet an abadenn-mañ, da sikour embregerezhioù ar vro d'en em voazañ ouzh an neveziñ. Ur post a zo bet krouet ar bloaz-mañ evit an dra-se zoken, hini Christian Demeuré-Vallée. Atalerioù a vez kinniget gantañ alies er CCKB, da sikour embregerezhioù ar vro war a-bep seurt traoù : an neveziñ, an tuta pe c'hoazh an diaesterioù ekonomikel. Selaouomp anezhañ.

Un atersadenn gant Benjamin Bouard

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio