Un arvest ispisial en Oriant evit kas dudi ha liamm sokial d'ar re gozh.
Penaos reiñ tu d’an holl da welet arvestoù ha surtout d’ar re a zo diaes dezhe monet er maez ?
« Histoires au bout du fil » a zo un tamm respont d’ar goulenn-se. Emgavioù dre bellgomz a vez kinniget get ur strollad arzourion e pep korn ar vro evit reiñ nompas da welet met kentoc’h da glevet barzhonegoù, kontadennoù, kanennoù, sorbiennoù hag arall, a wezhioù e brezhoneg.
2 vlez zo en doa CCAS an Oriant, da laret eo servij sokial an ti-kêr, kinniget da dud kozh ar gumun kaouit un tamm dudi ha liamm sokial mod-se, gras da skipailh "An istoerioù dre bellgomz", « Histoires au bout du fil ».
Dimerc’her paset e oa bet graet un arvest evit an dud-se, evit krouiñ ul liamm gwirion gete.
Ioana Lemoine a oa é kaniñ ha buheziñ an abadenn get Yann-Fañch Perroches a oa é soniñ akordeoñs.