àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Un arvest ispisial en Oriant evit kas dudi ha liamm sokial d'ar re gozh.

Un arvest ispisial en Oriant evit kas dudi ha liamm sokial d'ar re gozh.

Penaos reiñ tu d’an holl da welet arvestoù ha surtout d’ar re a zo diaes dezhe monet er maez ?

« Histoires au bout du fil » a zo un tamm respont d’ar goulenn-se. Emgavioù dre bellgomz a vez kinniget get ur strollad arzourion e pep korn ar vro evit reiñ nompas da welet met kentoc’h da glevet barzhonegoù, kontadennoù, kanennoù, sorbiennoù hag arall, a wezhioù e brezhoneg.

2 vlez zo en doa CCAS an Oriant, da laret eo servij sokial an ti-kêr, kinniget da dud kozh ar gumun kaouit un tamm dudi ha liamm sokial mod-se, gras da skipailh "An istoerioù dre bellgomz", « Histoires au bout du fil ».

Dimerc’her paset e oa bet graet un arvest evit an dud-se, evit krouiñ ul liamm gwirion gete.

Ioana Lemoine a oa é kaniñ ha buheziñ an abadenn get Yann-Fañch Perroches a oa é soniñ akordeoñs.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio