Implijidi Gwarez Filmoù Breizh 'zo en harz-labour
Abaoe dimeurzh emañ implijidi Gwarez Filmoù Breizh en harz-labour. Stourm 'reont 'vit ma 'vefe cheñchet rener, ur rener dre interim 'neus tapet plas Gibert Traoñ 'zo ehanet abaoe tost ur bloaz. Ar beure mañ 'oa da vout dalc'het un emvod etre iziili eus Kuzul Merañ Gwarez Breizh hag an implijidi. War riblenn at straed dirak o stal labour 'zo stag ouzh ar C'houartz 'ba Brest 'oant o c'hortoz o implijourien. Selaouomp Mevenna Guillouzic-Gouret a labour 'ba Gwarez Filmoù Breizh abaoe an hañv 2012. Gant Erwan Blanchard emañ.