en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Ar c'hoñje ganedigezh, ur c'hoñje nevez-flamm.

Ar c'hoñje ganedigezh, ur c'hoñje nevez-flamm.

Gwechall, pa gane ur c'hrouadur bihan, e chome ar vamm en he gwele e-pad eizhteiz hag an tad a yae da labourat en-dro koulz lâret diouzhtu. Dre voneur eo cheñchet an traoù bremañ hag e Frañs e c'haller goulenn meur a goñje, evit ober war-dro ar bugel nevez-c'hanet.

Tri c'hoñje a oa betek-henn goude ganedigezh ar bugel : Ur c’hoñje 2 viz hanter evit ar vamm, ur c’honje 28 devezh evit an tad pe an eil den kar, ha goude-se hag ar c'hoñje kerentiezh evit ar re a faotehe dezhe chom pelloc’h get ar poupon er ger.

Ur c'hoñje nevez a c'haller goulenn ouzhpenn abaoe ar c'hentañ a viz-Gouere ar bloaz-mañ evit ar vugale ganet adal ar 1añ a viz Genver : ar c’hoñje ganedigezh. Da lâret ur mizvezh pe zaou evit an tad hag ar vamm, paeet 70 % ag ar gopr ar miz kentañ ha 60 % an eil miz.

Kinnig a reomp deoc'h selaou daou desteni. Komañsomp gant Tomaz Laken. Daou vugel zo er gêr, an hini diwezhañ ‘zo degouezhet e miz-Genver. Daou goñje 'neus gallet kemer, ar c'hoñje kerentelezh hag ar c’hoñje ganedigezh. Benjamin Bouard 'neus goulennet gantañ displegañ e soñj deomp diwar-benn ar c’hoñje nevez.

War-dro 110 000 a dud o deus goulennet kaout ar c'hoñje ganedigezh abaoe ar c'hentañ a viz-Gouere e Frañs. Met evit ar mare en deus mizer ar surantez sokial da lakaat an traoù da vont en-dro mat : a-wechoù 'ranker gortoz pell a-raok bezañ difrejet. Setu ar pezh ‘zo degouezhet da Camille Guihard he deus bet ur babig e miz Meurzh. Tapet he deus ar c’hoñje ganedigezh e miz Gouere ha miz Eost goude bezañ chomet 3 sizhun gant ar c’hoñje kerentiezh da c’hortoz ar 1añ a viz Gouere. Hi 'zo laouen gant ar c’hoñje ganedigezh, met ‘vel Tomaz Laken e kav dezhi e vefe ar gwellañ tra hiraat ar c’honjeoù tad pe eil den kar evit kas muioc’h a gevatalder etre ar gerent ha kaouit ivez 4 miz ehan d’an nebeutañ evit ar vamm e plas 2 viz hanter. Camille Guihard a oa bet aterset get Aodren Trehin.

Daoust-hag e vo trawalc’h ar c’hoñje ganedigezh evit reiñ lañs en-dro d’an demografiezh ‘vel n’eus c’hoant Emmanuel Macron ? N’eo ket sur an dra-se ! emañ an niver a c’hanedigezhioù o tigreskiñ ar bloaz-mañ c’hoazh hervez an Insee.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio