Itrika Festival
Matreze 'peus soñj eus an dra-se : e miz-C'hwevrer ar bloaz-mañ e oa bet dalc'het ar c'hentañ festival Itrika e Karaez, krouet gant ur vandennad tud yaouank eus al lise Diwan. Ur festival sonerezh, da lakaat war-wel ha zifenn ar yezhoù minorelaet. Ha n'eo ket achu c'hoazh an tamm avañtur-se, kar un eil festival a vo dalc'het a-benn disadorn. Selaouomp unan eus skipailh-aozañ ar festival, Zoé Ronvel, dre bellgomz gant Benjamin Bouard.