en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Kalz labour zo e skol diwan Krec'h Gwenn evit prientiñ an distro-skol

Kalz labour zo e skol diwan Krec'h Gwenn evit prientiñ an distro-skol

Hiziv e adkavo ar vugale o mistri-skol hag o salioù klas goude daou viz vakañsoù. Ha kalz labour a oa gant skipailh pedagogel skol Diwan Krec'h Gwenn e Kemper evit kempenn ar c'hlas... Divoutin eo ar pezh a c'hoarvez eno : ranet eo implij ar sal klas gant ar greizenn dudi ha rankout a ra neuze ar gelennerien distaliañ hag adstaliañ tout an dafar skol bep eil devezh. Pemzek bugel ouzhpenn a vo en distro-skol e Krec'h Gwenn ouzhpenn 'se. Met n'eus bet kinniget diskoulm ebet gant an ti-kêr evit poent. Muioc'h a ditouroù gant Erig Rospape, a zo skolaer eno.


Erig Rospape a oa bet aterset gant Metig Jakez-Vargas. Pemp bugel ha daou-ugent en holl a zo enskrivet e skol Krec'h Gwenn ar bloaz-mañ. Digoret e oa bet trede skol diwan Kemper e 2020.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio