en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier ar vro d'al Lun 31 a viz Eost 2026

Keleier ar vro d'al Lun 31 a viz Eost 2026

Embannet eo ar c'heleier gant Erwan Blanchard

Floderezh Gaza zo 'ba Brest!

Erru eo ar vag Kate ‘ba Brest digwener tremenet. Kate ‘zo ur vag ya sa Gaza hag en em gavo gant bigi d’ober Floderezh Gaza ‘benn neubeut goude bout bet ‘ba euzkadi ha mont beket strizh mor Gibraltar ha kenderc’hel gant e hent . Warlene ‘oa en em gavet degadoù a vigi e maez da aodoù Gaza. Taget ‘oant bet gant mor lu Izrzael zoken pa oant ket en em gavet ‘ba morioù meret gant Izrael. 440 den ‘oa bet harzhet kaset da Izrael ha gwallgaset... Betek hudu emañ ar Vag Kate ‘ba porzh bagoù dudi, ouzh kae La Perouse. Degemeret akipaj ar vag Kate gant ar gevredigezh AFPS, Association France Palestine Solidarité. Nolwenn Guiziou ‘zo ko sekretourez ar gevredigezh.. Muioc’h ganti. Emañ gant Erwan Blanchard.

E 76vet plas renkadur Shangaï emañ Skol-Veur Roazhon

Emañ an distro-skol o tostaat evit ar vmiliadoù a studierien breton ! Dimerc’her e vo an distro-skol evit studierien Skol-Veur Roazhon, Roazhon 1. Evit ar pevare bloavezh diouzh renk eo bet priziet ar Skol-veur-mañ gant Renkadur Shangaï, ur renkadur etrevroadel a briz ar skolioù-meur gwellañ er bed. Ar bloaz-mañ eo pignet e rummad an urzhiataerezh hag an ijinerezh e 76vet plas e live ar bed, hag er plas kentañ er stad c’hall. Iwan Couée zo kelenner emerit Skol-veur Roazhon war vevoniezh hag an ekologiezh, lavarout a ra e soñj war renkadur Shangaï hag ar fet meo bet priziet e skol-veur. Gant Anton Burel emañ.

Ha da selaou 'bar c'heleier ouzhpenn:

  • Island!: nann da Unaniezh Europa!

  • Muioc'"h 'vit 3000 a dud zo aet diwar wel 'ba Nepal ha Tibet gant ar rinkladur dour ha fank

  • N'eo ket gwall sur lec'hiennoù internet gouarnamant Bro-C'hall!

  • Ar vag Maranello 'neus graet Peñse a vaez Plymouth

  • Un uzin da dennañ an holen diwar an dour 'ba Landunvez?

  • Tro Bro-C'hall 'dremeno dre Vreizh e miz Gouere 2027



Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio