Manif 'vit al labour 'ba Kemper: soñj JL Bleunven
An ekotaos, an enkadenn ekonomik a lak manifestourien war an hentoù pe c'hoazh war ar straedoù 'vel gant ar vanifestadeg 'oa bet disadorn 'ba Kemper. 'Vo ket lakaet e pleustr an ekotaos diouzhtu 'pezh a gav mat Jean-Luc Bleunven, depute Brets war ar maez eus an tu kleiz. Hervezañ n'eo ket displeget mat pal an ekotaos. Selaouomp anezhañ diouzhtu o reiñ e soñj war dazont ekonomik 'ba Breizh. Gant Erwan Blanchard.